Trede lodenn

D’ar Gwener 1añ a viz Here 1920

Miz hanter zo aet hebiou hep na zigorfen ma c’haier. Chomet e skourr danevell ma devezhioù kentañ er skol. Bremañ diouzhtu e fell din, a-raok mont pelloc’h ganti, lakaat da gentañ war ar paper an darvoudoù o doa miret ouzhin da gontañ hiroc’h. Lakaat war ar paper, ya, kousto pe gousto e rin, a bennadoù berr moarvat, rak e-kerzh ar sizhunvezhioù tremenet on bet klañvaet rust hag em eus kollet kazi ma holl nerzh. Hiziv evit ar wech kentañ en em santan gwellaet ha ne gren ket mui kement ar Waterman etre ma bizied. Klaskomp mont war-raok eta, ha gwelet e vo…

An devezh-se, an 12 a viz Eost a oa, goude koan, e oan en em staliet ouzh ma zaol nevez, startijenn ganin, o ragempentiñ ar blijadur am befe da gontañ avantur ma c’hentañ devezhiadoù skol. Eñvoriñ an darvoudoù, bihan pe vras, reiñ buhez endro da santadurioù mesket ar mousig a oa bet ac’hanon, etre aon ha mall, deskrivañ pizh ha munut ar sal c’hlas, ar porzh, ar mestr-skol en e flotantenn liv al ludu, ar voused all kenoad ganin paket en o zavañjerioù, tavañjerioù nevez-flamm pe evit kalzik anezho traoù kozh bet takonet gant ar mammoù, ken abafet ha me oc’h ober anaoudegezh gant ar bed nevez se, stlak ar sokoù war plañchod ar sal c’hlas… Ya, un avantur, ha nag a draoù da gontañ!

O skrivañ edon neuze, ha me duet buan hag aes un hanterzousennad linennoù, pa’m boa klevet trouzioù digustum en tu all d’ar speurenn a zisparti ma rouantelezh diouzh hini Eujen Dagorn. War evezh e oan bet lakaet kerkent. N’eo ket Eujen paotr da blantañ reuz, siouloc’h egetañ ne vije ket kavet unan er sana en e bezh. Ha d’an eur diwezhat-se ouzhpenn! Un abeg all, sonnoc’h siwazh, a oa da’m nec’hamant: abaoe un toullad mat a zevezhioù e oa dalc’het Eujen en e gambr. Ne veze mui morse war ar pondalez-diavaez. Anv ebet da vont d’e weladenniñ, ha pa’m boa klasket tennañ amann eus gouzoug ar Gebenn ne’m boa bet evel-just nemet ur respont dister ha didalvoud. Evit lavarout splannoc’h an traoù e oan bet kaset rust da strakal brulu. Netra souezhus, ne rae ar Gebenn nemet sentiñ d’ar reolenn, Reolenn sakr an Tav, hag ouzhpenn-se e oan sur ne oa ket bet lonket ganti disoc’h afer an taolioù. Ranket em boa menel gant ma nec’hamant ha ma dic’houzvez…

Oc’h astenn ma skouarn edon, ma stilo er vann, hep krediñ ober ur fiñv. Tud o pilpazañ, mouezhioù hantervouget… Skoet e voe ouzh ma dor. Ne’m boa ket bet amzer da lavarout dont tre ma oa Blanchet o tamzigeriñ ha, diwar an treuzoù:

“Eliaz ma faotr, dav eo deoc’h dont ganin. Eujen, hoc’h amezeg, a zo en e angoni.”

Ha dre ma chomen hep grik ebet, digor ma genoù war nav eur gant an digompren:

“Ma c’hlevet ho peus, Eliaz? War e dremenvan emañ ho kamalad. Ne gav ket deomp e welo gouloù-deiz.”

“Met, Aotrou Blanchet, am boa satouilhet, petra a c’hellan-me… eus ur beleg eo en deus ezhomm kredapl, hag eus ar Sakramant! Kristen eo Eujen!”

“Ar wirionez ganeoc’h, Eliaz. Hag ar person zo bet, gant e vasikod. Graet o deus kement o doa d’ober, na rit ket biloù evit se. Met bremañ eo c’hwi hag a zo gortozet ouzh troad e wele. C’hwi ha den ebet all. Deuit diouzhtu war ma lerc’h, me ho ped.”

Me ho ped? Ur bedadenn ne oa ket. Ur gourc’hemenn ’ni ’oa. Eus ar seurt na droer ket hebiou dezhañ, ha pa vefe ho tivesker stag da grenañ hag ho kalon o pennfolliñ en ho pruched.

*

D’ar Sadorn 2 a viz Here 1920, da noz

Blanchet en doa damzigoret an nor, taolet ur sell diwar an treuzoù.

“Aet eo an infirmiourezed. En e-unan emañ. Bez’ e c’hellit mont.”

Ha serriñ an nor war ma lerc’h. War enaou e oa bet lezet ar gouloù-lein met paket e oa bet tro an tog-kleuzeur porselen gant ul lienenn danav a skañvae rusted ar gouloù. Digredusat tra, desachet e oa bet ma selloù da gentañ war-zu ar prenestr hag an nor werennet a sko war ar pondalez-diavaez. Digorfrank o-daou. Ar stered diniver o strinkellikat en oabl boull. Daoust d’an eur diwezhat e oa chomet klouar an amzer hag un avelig en em sile er gambr, evel ur flouradenn guñv. Pezh ne vire ket ouzhin a gridienniñ.

“Mard eo yen deoc’h, Eliaz, lakait war ho tivskoaz ar pallenn a zo e traoñ ma gwele, met, mar plij ganeoc’h, lezitme da glevout frondoù ar bed-mañ… evit ar wech diwezhañ. Sellit ’ta, pegen boull eo an noz!”

E vouezh, ma Doue! Ur skrij he c’hlevout. Daoust hag Eujen Dagorn e oa an hini a oa o paouez gervel warnon gant ar vouezh-se hag a denne d’ur ronkell skiltr, da ronkoù diwezhañ an angoni?

Ur momedig a zilavar. Kollet e oan. Ne ouien ket petra lavarout, ne ouien ket hag un dra bennak a oa da lavarout, ne ouien ket penaos en em zerc’hel, ne ouien ket petra ober eus ma c’horf, par d’ur pav-kaol skornet en em santen. Daoust ma oan bet abaoe pell kustumet d’ar marv, brezel ha kleñved o rodal hogos dizehan tro-dro din, e oa chomet un dra difetis evidon. Biskoazh ne oan en em gavet evit gwir e-tal unan war-nes tremen. Ha gwashat tra, galvet hag em unanpenn gantañ! Piv e oan ’ta evit bezañ lakaet da ambrouger diwezhañ?

“Deuit ’ta en ho koazez em c’hichen. Chomet eo kador ar beleg.”

Pleget em boa neuze. Ha sellet outañ. Hanter-azezet hanter-c’hourvezet edo Eujen, daou c’houbenner a oa bet lakaet dezhañ da harpañ e gein hag e benn. Morlivet e oa e vuzelloù hag e vizaj, war-bouez daou dakad ruz-tan war e zivjod kleuz. Sanket don e zaoulagad du-bran en o foull, skeudoù divalav liv ar glaou dindano. Dindan ar pallenn hag al liñsel, a-vec’h ma c’hellen damwelout stumm e gorf, ken kastizet e oa. Ne c’hellen ket dispegañ ma selloù diouzh fiñv al liñsel o luskañ stroñs dizingal e alanadennoù. Pa soñjan bremañ, miz hanter goude e varv, e teu ur goulenn war ma spered, ur goulenn skrijus: daoust ha bet e oan d’ar poent-se o trueziñ da’m faourkaezh kamalad war e dalaroù, peotramant e oan bet o rakwelet ma finvezh-me, ma finvezh douetus?

“Diouzh ar pouez ne dalvezfe ket daou wenneg-toull ar marc’h treut-askorn on deuet da vezañ, hañ? Met ne vern, rak n’eo ket hent ar foar emaon o toullañ… Na druezit ket din, Eliaz, ne c’houzañvjen ket… Goût ’rit perak em eus goulennet war ho lerc’h?”

“Ne ran ket. Lârit din, Eujen. Ma c’hellan ober un dra bennak…”

“Hag e c’hellit. Rannañ kaoz ganeoc’h am bije karet ober, dres evel a raemp hon-daou war ar pondalez aze… un dudi e veze din. Pezh zo, ken dinerzhet on… echu ha peurechu ganin mare an tabutoù… An aer a vank din… O vougañ emaon… Kement ger a daolan zo un drast din. Deoc’h-c’hwi e vo da derriñ an didrouz… Me ’garfe…”

“Ya? Lârit, nebaon.”

“Me ’garfe… Me ’garfe… Soñj peus dalc’het eus an deiz m’ho poa dibunet kement a draoù din a-zivout ho puhez bet? Ur gwir gofesadenn e oa bet, ma permetit d’ar beleg manket ac’hanon goapaat ur wech diwezhañ…. Me ’garfe… n’eo ket aes din lavarout… Me ’garfe selaou adarre istor Gabriel Gwiader. Ya, gwel’ ’rit, ne’m eus ket ankouaet e anv. Vad, mil vad a rafe din.

Skodeget-mik e oan. Divarc’het a-grenn. Ne oan ket evit krediñ. Na ne gomprenen ket abeg e c’houlenn. Ken dic’hortoz ar goulenn-se, ken stroñsus ivez, ma’z on manet mut, evel seizet. Ar wech kentañ ma’m boa kontet an traoùse dezhañ, tri miz a oa, e oa bet hogozik daoust din, pe reishoc’h lavaret, tost dic’houzvez din. Ken bras ezhomm am boa da zisammañ! Biskoazh ne’m boa bet betek-henn kavet nag ar galon d’en ober, na muioc’h ur skouarn prest da’m selaou. Hag Eujen, par d’un achanter madelezhus, en doa kavet an tu da zibrennañ ar skluz. Ne’m boa ket gellet mont hebiou. Ar froud a oa aet, groñs ha dishual. Evit kelo ha daoust d’an disamm a oa bet war an taol, ne oa ket pare ar gleizhenn a loske ma askre. Ar c’holl eus ma mignon a vanfe bev ha doanius da viken ennon. Gant se, en desped din bezañ bet dozvet mui pe vui ar soñj da fiziañ an darvoudoù-se em c’harnedoù, un dro bennak, ne oan ket sur da gaout nerzh a-walc’h d’en ober, ne baouezen ket a glask tro, dre gontañ a bep seurt eñvorennoù all, skañvoc’h, eus ar seurt a saourer hep skuizhañ. Betek ar raktres pirc’hirinaj d’e vro, daoust ha ne oa ket un hunvre, traken, un hunvre tonket da chom hep bezañ sevenet biken, dre ziouer a youl wirion? Marteze, met Eujen Dagorn a oa war e dremenvan, ha me tal-ha-tal gantañ… Ne vez ket dinac’het ober lavaroù diwezhañ an nen. Nann, ne vez ket graet. Kompren pe digompren ne vern, aes pe doanius-holl ne vern, ret eo mont.

“Ne lavarit netra, Eliaz? Ya, sebezus eo ma goulenn, a ouzon, dizereat-kenañ zoken. Ha mil doanius deoc’h, a ouzon ivez. Vad a rafe din, am eus lavaret, ya. Mil vad a rafe din klevout c’hoazh istor ar paotr kadarn-se, aet sonn e gein hag hep tortal davit dibenn e vuhez. Un tamm kalon am eus ezhomm d’an ampoent-mañ, kompren a rit? Skouer un ene divrall a sikourfe din d’ober ma zremen… Bennozh ar person hag an nouenn ne reont ket tout, pell a se, pell a se… Nag ar feiz, siwazh!

En em welout a ran, e-giz pa vijen c’hoazh er gambr gantañ: ur sell diwezhañ ouzh Eujen, ur sell a-gorn, abafet, ouzh e zaoulagad aspedus o skediñ gant an derzhienn. Desachañ a ran ar gador tostoc’h ouzh ar gwele. Ur sell c’hoazh war-zu ar stered, ar stered a garan kement, e-giz posupl e c’helljent reiñ nerzh din. Pleget ma c’hein, ma daouilin harp ouzh ma divorzhed, ma daouarn o souten ma fenn. En em glevout a ran ivez: ma mouezh o krenañ, raouliet, o teukañ ouzh ar gerioù kentañ…

“Soñj ho peus, Eujen, kontet em boa deoc’h pegen tost e oamp deuet da vezañ, Gabriel ha me, e-pad hor bloavezhiadoù studi. Diabarzhidi e oamp ha dre se e oamp dispartiet diouzh hor familh, pe da vihanañ e vezemp aliesoc’h en hor ser eget na vezemp e ser hor c’herent nes. Evit pezh ’oa hor c’henskolidi, e gwir pe e gaou ne gavemp ket o darempred gwall zedennus. Evito da vezañ holl mui pe vui kenoad ganeomp e lakaemp anezho da grennarded diechu, speredoù pout, droch ha dizudi… Brabañserezh lu eus hor perzh moarvat, met evel-se e oa, kilheien yaouank e oamp-ni ivez, petra ’reot! Kresket ha donaet ar vignoniezh etrezomp a-feur ma’z ae an amzer. Estreget war an amzer skol en em welemp. Ur wechig ar mare, Gabriel a rente bizit din dumañ, ha me, aliesoc’h a rankan lavarout, a yae da Derrug. Un dudi e veze din an devezhiadoù-se. Gant Yann-Vari Gwiader dreist-holl en em santen em aez. A-fed mennozhioù ne oa ket gwall zisheñvel diouzh ma zad, met pelloc’h e oa aet en e breder, a gave din. Pe marteze, o vezañ ma oa brasoc’h ha klokoc’h e zeskamant, e ouie, dre e vicher paneveken, displegañ fraeshoc’h e vennozhioù. Tad a embanne, Yann-Vari a zisplege. Bezet pe vezet e oa kreñv-eston e levezon war ma spered paotr yaouank. Evel spoueennoù eo spered ar yaouankizoù, ne c’houlennont ’met bezañ intret, ha Gabriel koulz ha me a saoure kentelioù Yann-Vari evel un died startijennus… Goude marv Gabriel… O! Ket diouzhtu, met tamm-ha-tamm, ez eo en em silet em spered ar goulenn trubuilhus-mañ: daoust ha muzuliet en doa Yann-Vari pegen pell, pegen don, e c’hellfe speredoù ar baotred yaouank a oa ac’hanomp bezañ levezonet gant e brezegennoù peoc’hgarour aheurtet? Daoust ha soñjet en doa pegen dibleg ha divrall e teufe e vab da vezañ? Anat deoc’h, Eujen, biskoazh ne’m eus bet kalon da sevel ar goulenn outañ.

“Erru e oa dibenn hor bloavezh staj. Miz Gouere 14 a oa, ha gantañ brudoù brezel o tedostaat, o kemer muioc’hmui liv un dazont teñval lakaet d’erruout, abred kentoc’h eget diwezhat. En desped da se, pe abalamour da se, e oamp mennet da seveniñ hor raktres troiad war velo. Echu da vat hor studioù, hor bloavezh staj, ha neuze echu prantad chañsus ar goursez, erru e oamp en oad d’ober hor c’hoñje. Brezel pe beoc’h a ve, gant al lezennoù nevez e oa dirazomp tri bloavezh pell diouzh ar gêr, pell diouzh ar vro. Tri bloavezh disparti. Ne oa ket anv neuze da zilezel hor raktres. D’an 22 hor boa lakaet deiz al loc’hañ. Savet e oamp war hor marc’hoù-houarn e Kledenn, leun-tarzh hor seier-kein, ken karget all ar sakochennoù bet prenet nebeudik a-raok, ha biskoazh ne zellezas dougoù-samm o anv evel hor re. Pa oa bet treset pep tennad gant skoazell ar c’hartennoù-hent e oamp bet difur a-walc’h evit chom hep soñjal hor befe da zougen ken pounner a samm. Ma, bezet pe vezet e oamp bet feal a-walc’h d’hon divizoù. E-tro hanter-kant kilometr bemdez. Kledenn, Lokorn, Ploudiern hag ar Menez-C’homm, Argol, ar Faou… Ne rin ket deoc’h danevell hon tennadoù dre ar munud, a-walc’h e vo deoc’h gouzout ne oa nemet braventez e pep lec’h. Esmae, estlamm ha sabatur, sed aze petra e oa roll hor meuzioù bemdez. Eno, er Faou, hor boa kemeret bag an treizhour da gaout Daoulaz ha Logonna.

“Koulz ha me, Eujen, e ouezit n’eo ket gwall baot an tennadoù hent plaen en hor bro! Dre forzh krapañ-digrapañ e oa krog ar pistig daonet e diaz ma skevent da’m hegaziñ muioc’h-mui. Daoust ma raemp kalzik a arsavioù evit arvestiñ ouzh kened ar vro, ouzh an ilizoù ha chapelioù, ouzh kement hensavadur a oa war-dro hon hent, ouzh ar maezioù ken kaer, kel liesseurt, daoust ma talveze deomp pep predig merenn kement hag ur prantad diskuizh deuet mat, e c’houzañven, gwashoc’h-gwashañ. Lies gwech en em gave Gabriel pellik dirazon hag e ranke chom da’m gortoz. Kaer ’m boa kuzhat, pe klask kuzhat, en doa komprenet buan, ha pa oamp erru e Logonna en doa graet van da vezañ skuizh-divi hag en doa kinniget ober ur gwir ehan. Vakañsoù e-kreiz ar vakañsoù! Chomet e oamp daou zevezh leun e gourenez Logonna. Gant ur peizant e oamp bet aotreet da gousket en e c’hrañj. Hag evit kousket hor boa kousket, evel broc’hed, diouzh an noz ha war an deiz! Truezus e oa ar gwel ac’hanomp, a dra sur, rak pedet e oamp bet da goaniañ gant e wreg, ur gwir friko, ha pa oamp loc’het en-dro antronoz da c’houloù-deiz, a-raok na vije re loskus an heol, hor boa kavet pourvezioù fresk e-kichen hor marc’hoù-houarn: un dorzh-vara, ur pikol trañchenn fourmaj-rous paket en ur mouchouer, hag ur volennad sivi! Ur follennig paper a oa bet silet dindan ar bara: “Ar mouchouer a c’hellit kas ganeoc’h, met debrit tout ar sivi a-raok mont ha lezit ar volenn war ho lerc’h, mar plij ganeoc’h.” N’on ket evit lavarout deoc’h, Eujen, pegen fromet e oamp bet gant kement a vadelezh. Fromet, ha startijennet eus ar c’haerañ.

“Da-c’houde-se e oamp aet trema Landerne, pegen koant ha birvidik ar gêr-se, hag ar pont war an Elorn gant e diez kozh! Ken brav all Roc’h-Morvan hag e gastell-greñv, meurdezus an dismantroù anezhañ e beg e roc’h skoet gant ar pevar avel! Ha roc’hoù lemm e pep lec’h, ha koadeier fonnus, hag e pep lec’h saflik an dourigoù! Echuet e oa bet an tennad e Sizun, ne oamp ket bet gwall vamet gant ar bourkig trist-se, ya, gwall drist hor boa kavet anezhañ en desped d’e iliz ha d’e c’hloz meurdezus. Antronoz e oamp loc’het warzu Sant-Riwall, un tennad naou-dinaou gwall rust adarre ma oamp bet rekouret brav gant ar freskijenn dindan ar gwez stank. Ac’haleno, dao war Menez Mikel. Mennet e oamp da gousket e skeud mogerioù ar chapelig, ha goude bezañ c’hwezet dourek o kas hor marc’hoù-houarn dre o barrennstur, rak ul lazh-korf e vije bet troadikellat war un hent meinek ken par da hini ar Golgotha, hor boa bet digoll hor poan gant arvest ur c’huzh-heol kaer-eston. Ya, un digoll sofkont… Biskoazh ken kaer! Gabriel ne ehane ket a estlammiñ: “O ma Doue benniget, pegen brav, pegen brav, n’eo ket Doue posupl!” Ha me evel-just oc’h ober goap outañ. “O ma Doue benniget, sed aze Gabriel Gwiader, pagan echu, o kanañ meuleudi da Zoue!” Ha da heul, e-giz boaz pa veze kaoz goap kenetrezomp, hag alies e veze, ur c’hrogad gouren dizampart war al letonenn flour a ra an dro d’ar chapelig. Ha c’hoarzh, c’hoarzh, c’hoarzh.

Mich Beyer (1948, Douarnenez, France) is a teacher of Breton language and author of several novels and short stories written in Breton. She has taught in a variety of schools and even taught pedagogy to future teachers of the Breton language. She began publishing in 1991 with Ar Pennoù Koltar war an enez and has won the 2006 Prix France 3, the 2008 Prix Langleiz, the 2010 Prix Pêr Mokaer, and more. Planedenn paotr e bluenn (2022, The Destiny of the one Who Wrote) is her most recent novel.

Trafika Europe